Lyrics: Traditionnel Music: Traditionnel Ni, Breizhiz a galon, karomp hon gwir Vro! Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro. Dispont 'kreiz ar brezel, hon tadoù ken mat, A skuilhas eviti o gwad.
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro!
Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar Varzhed, N’eus Bro all a garan kement 'barzh ar bed. Pep menez, pep traoñienn, d’am c’halon 'zo kaer, Enne 'kousk meur a Vreizhad taer!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro!
Ar Vretoned 'zo tud kalet ha kreñv; N'eus pobl ken kalonek a zindan an neñv, Gwerz trist, son dudius a ziwan eno, O! pegen kaer ec'h out, ma Bro!
O Breizh, ma Bro, me 'gar ma Bro. Tra ma 'vo 'r mor 'vel mur 'n he zro. Ra vezo digabestr ma Bro! Ra vezo digabestr ma Bro! Ra vezo digabestr ma Bro!