Brewet dindan yew an dud uhel,
leun a fae hag a lorc'hentez,
hon eus bewet lent hag uvel
e-pad kantvedoù a vezh.
Dre hor c'hoadoù hag hol lanneier
awel an Ankoù ra he reuz.
C'hwezhañ a ra eus ar Reter,
tud e Bro-c'hall a devo keuz.
Rag ma tarzh an deiz higortozet,
ha ma tihun ar bobl a-bezh
eus Menez Are d'an Naoned,
ar chas doñv yelo da ouez.
Rag ma tarzh an deiz higortozet,
ha ma tihun ar bobl a-bezh
eus Menez Are d'an Naoned,
ar chas doñv yelo da ouez.